Friday, 3 July 2015

Keleier hor bed: Toull-bac'het ar reder-koad a Wunsiedel


[10 a viz Even 2015]

Da dri vloaz toull-bac'h ez eus bet kondaonet e Bavaria un Tchek bet lesanvet ar reder-koad a Wunsiedel* gant ar media alamaneg. Er meneziou Fichtel war harzou bro-Alamagn ha bro-Tchekia edo o chom, ha laerezh tiez-vakañsoù ha lojou-hemolc'hiñ ar vro. Ne gemere avat nemet ar pezh en doa ezhomm evit bevañ, boued, binviji, ha dilhad, ha lezel an traoù a briz. Da 1,200 euro eo bet prizet war-lerc'h an traou kemeret gantañ, da 6,400 euro ar c'holloù gwraet a-ziwar o laerezh. 

Ivan Bilibin, Ruslan ha Ludmila, 1900
Koulskoude o deus bet tud ar vro truez outañ. Dija araokañ bout paket, deuet anat d'an holl e oa ermit ar vro an hini a laere evit bevañ, e leze tud boued evitañ dirak o dorioù, hag e mod-se e helle her c'hemer heb mont tre dre nerzh. Hervezh e alvokad, dilhad ha profoù all zo bet lezet evit an den abaoe gant e vurev.

Ereet e zaouarn eo bet degaset an den da glevout ar varnedigezh, neuz aonig hag abaf warnañ. Gant e alvokad eo bet lennet e gofesion, hag treset e vuhez a 62 vloaz. E dud, labourerion-douar anezho, a oa bet lemmet o atant diganto gant ar gomunisted. Echu gantañ ar skol-dre-ret, n'en doa bet stummidigezh all ebet ouzhpenn.** E 2006, kouezhet e di en e boull hag eñ heb moyen d'e adsevel, e chomas dilabour ha didoenn. Neuzen en doa gwraet e sonj da vont er c'hoadeier ha bevañ diouzh al laeronsi. Klask a rae tremen heb kejal gant tud na vent ket spontet gantañ.

Div wezh eo bet toulbac'het dija evit e vod-bevañ e bro-Tchekia, ur wezh e bro-Aostria. Ar miz Meurzh paseet e oa aet d'ar menezioù Fichtel e bro-vBavaria. Pell edo ar bolis war e glask; goude ul laeradenn e miz Geñver e teujont a-benn da gregiñ ennañ, heuliet e roudoù ganto d'ur goudor en doa savet.

Ur wezh laosket diouzh an toull-bac'h e tistroio da bro-Tchekia, ha kregiñ gant e leve-retred. O vezañ ma vo hemañ treut awalc'h, da veno ar varnerez, he deus e aliet da lakaat da dalvezhout e stad a haroz poblek a-vremañ gant an tele.

Notennou troer:
* Ur gêr hag ur rannvro e Bavaria eo Wunsiedel, e skeud meneziou Fichtel (Fichtelgebirge, Smrčiny) war harzou Alamagn ha Tchekia.
** Harzet e veze d'ar mare komunist stummidigezh ha labour gant ar kádrový posudek, dielloù barnet diouto lec'h un den e-keñver ar Barti (kv. sistem an nomenklatura en URSS). Papel pouezhus a c'hoarie an orin klasel, ha strizh an harzoù evit bugale perc'henned-douar o zud (kv. stad ar goulaked en URSS).

Troidigezh diazezet war ar vammenn gentañ, sklerijennoù degaset diouzh ar re all:

No comments:

Post a Comment